Elizabeth Stuart (1596-1662)

Elizabeth Stuart (1596-1662), Rouanez Bohemia

Elizabeth Stuart ( 1596 – 1662) a oa ur briñsez skosat, ha saoz, hag a deuas da vezañ rouanez Bohemia.

Merc'h e oa da James VI, Roue Bro-Skos (deuet da vezañ Jakez I), Roue Bro-Saoz ha d'e bried Anna Danmark.

Desket mat e voe, ha kenteliet war ar skiantoù natur, an istor, an douaroniezh, an doueoniezh, yezhoù, sevel-skridoù, seniñ ha dañsal. Latin avat ne voe ket desket dezhi: kavout a rae d'e dad e teue ar merc'hed da vout gwidreûs dre zeskiñ latin[1].

Da 12 vloaz e teue meur a yezh ganti, ha galleg flour zoken, ar yezh a gomzas diwezhatoc'h ouzh he fried[2] Marc'hegerez vat e oa, gouzout a ouie diouzh ar relijion brotestant, ha gouest e oa da skrivañ lizheroù gant un dorn leal hep bout reut[3] Lennek e oa ivez ha prouennoù zo eus he c'harantez ouzh al levrioù.[4].

Dimeziñ a reas da Friedrich V, Dilenner Pfalz, hag a voe Roue Bohemia ur goañvezh-pad.

Friedrich V, poltredet gant Gerrit van Honthorst .
  1. "Latin had the unfortunate effect of making women more cunning".Fraser, Antonia (2002), The Weaker Vessel: Woman’s Lot in Seventeenth-Century England, part Two, London: Phoenix, ISBN 1407216120 
  2. Erskine, Frances, Memoirs Relating to the Queen of Bohemia, Vol.1, London: Longhurst, p. 83 
  3. Gorst-Williams, J., Elizabeth the Winter Queen, London: Abelard, ISBN 0-200-72472 
  4. Everett Green, Mary Anne (2010), Elizabeth, electress palatine and queen of Bohemia (1909 ed.), Milton Keynes, ISBN 9781117402697 

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search